Top Search

LyricsCopy.com

Ken pell zo da c'hortoz

by Gilles Servat

lyricscopy.com
Ne weler ket ho pried aman ken
´balamour da betra ´ma Ket ganeoc´h er ger
Ken pell zo da c´hortoz-
Trist eo ma deiziou ha goullo ma zi
Rak ma fried zo bet lakaet ´barzh an toullbac´h
Ken pell zo da c´hortoz

Lakaet en tooullbac´h du-hont e Paris
Evel ar c´hangsterien hag al lazherien kriz
Ken pell zo da c´hortoz
Gant gwarded ganas dalc´het eo er c´hloz
Hep ma ouife perak, hep ma vefe barnet
Ken pell zo da c´hortoz

Selaouit oll ta tud a Vreizh-Izel
Ho pugale a vo kasset kuit eveltan
Ken pell zo da c´hortoz
Kasset d´ur vro pell en abeg d´ho yezh
Rak bezan ur Breizhad vo un torfed arc´hoazh
Ken pell zo da c´hortoz

Selaouit oll ta ar pezh a laran
C´hwi a welo un deiz en un emgann spontus
Ken pell zo da c´hortoz
Arme an tri-liw o lazhan evned
Rak "les petits salauds ne chantent pas en français"
Ken pell zo da c´hortoz

Ha chom a refet daoulinet dalc´hmad
O c´hortoz ar gontell ´vel ma ra an danvad
Ken pell zo da c´hortoz
Pe neuze e giz al laboused gouez
E kanfet en ho yezh hep goulenn an aotre
Ken pell zo da c´hortoz.
Browse Artists :

# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Karaoke : Backing tracks & videos - Karaoké files

Karaoke Fun !