Top Search

LyricsCopy.com

Yezhou bihan

by Gilles Servat

lyricscopy.com
Yezhoù, ma vez graet bihan ac´hanoc´h,
Evel ar stered, o strinkañ e brozh an noz,
Ha petra vefe al loar hep o skedoù,
Met ur gouloù nemetañ, kreiz an egor goullo?

Yezhoù, ma vez graet bihan ac´hanoc´h,
Evel gwad hag aour bokedoù ar pradoù,
Ha petra vefe ar geot hep ho karmoù,
Met lavnennoù, holl heñvel, en ec´honderioù don?

Yezhoù, ma vez graet bihan ac´hanoc´h,
E-giz inizi war ar mor bras hadet,
Ha petra vefe ar mor hep ho klasted,
Nemet irvi hag irvi hep diwezh an tonnoù?
Browse Artists :

# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Karaoke : Backing tracks & videos - Karaoké files

Karaoke Fun !